Keloù e brezhoneg war Radio Bro (19/11)

Maro Charlez ar Gall :
Eman bed ar brezhoneg e kañv, Maro eo Charlez ar Gall d’an 3 a viz Du pa oa 89 bloaz. Anavezet e oa Charlez ar Gall gant tost an holl vrezhonegerion a oa boaz da sellet ouzh ar skinwell. Ganet e oa bet en en ur familh peisanted eus bro Leon. Desket en deus
brezhoneg war barlenn e vamm, ur brezhoneg yac’h ha gwir, ur yezh leuniet gant furnez ar bobl. Er skol en deus desket galleg, a-walc’h evit dont a benn da dizhout ar c’honkour evit bezañ skolaer er skolioù publik. D’ar mare-se eo deut da vezañ ezel eus ar falz :
kevredigez ar skolaerien a stourme evit kelenn brezhoneg e skolioù ar stad.

Ur perzh bras en deus kemeret avat er bloavezhiou 60 ha 70 evit kas ar brezhoneg war raok koulz war ar radio ha war an télé. Bet eo bet Charlez ar Gamm an den kentañ o komz brezhoneg war an tele. Bet eo bet an animatour kentañ e barzh an ORTF o kinig un abadenn keleier sizhuniek a bade : 1 munut ha 30 eilenn ! Neubeut a dra, met heuliet e veze bep sizhun an abadenn-se gant miliadoù a dud fidel. Aet eo pelloc’h memes tra : E miz genver 1971 en deus krouet barzh an tele ur gwir abadenn, anvet en un doare kaer : « Breiz o veva » ur abadenn a galite, gant teulfilmoù a rae vad d’an dud, o kinnig ur bed brezhonek muioc’h buheziek eget biskoaz, asambles gant Per-Jakez Elias, Fañch Broudig hag e wreg : Chanig ar Gall. Roet en deus e ziles en an tele en 1975. Charlez ar
Gall zo chomet kelenner betek fin e vuhez o kelabourat gant Emgleo Breiz, ar gelaouenn Brud Nevez hag an embannadurioù Skol Veizh. Peoc’h d’an anaon.

Lid ar Peoc’h e Santez Anna Gwened :
Ar gevredigez Santez Anna Gwened he neus kiniget ur lid hag ur sonadeg e penn iliz Santez Anna an Alre da geñver ar yaou 11 a viz Kala-Goañv evit ober soñj eus fin ar brezel bed 1añ, hag ar mell cheñchament a oa daet d’e heul evit tonkadur, sevenadur ha yezh pobl Breiz. Lennet eo bet testennoù e brezhoneg bet skivet gant ar barzhed loeiz Herrieu, Yann-Ber Kalloc’h hag Emile Masson. Ha teir laz-kanal (160 kaner) o deus kanet sonnenoù a denne da istoer ar vretoned e pad ar brezel. Ambrouget e oa ar ganerion gant skol bombard Jean-Claude Jegat eus kreizenn sonerezh sakr Santez Anna Gwened.

Digoust e oa ar mone barz. Peoc’h d’an anaon, ha d’ar 200 000 breizhad bet lazhet e pad ar brezel.

Kannennoù bepred :
D’ar sul 5 a viz Kerzu e vo aozet festival Breiz a gan, e-barzh iliz veur Kastell-Paol. Evel bep bloaz e penn kentañ ar goañv, e vo bodet holl lazou-kanañ eus Breizh evit kanañ asambles ha gober bourrapl d’an dud. Muioc’h eget 300 kaner a vo bodet, en ho zouez, ur laz-kanañ bugale : hini skolaj Sant Loeiz Kastellin. Ur sonnadeg e brezhoneg penn-da-benn, a blijo d’an dud sot gant sonnerezh hengounel ha klassel ar vro. Kantikoù nedeleg a vo ivez sur-awalc’h.

Hag evit echuiñ : ar c’heleier eus bro Pariz :
Skolvan
Trugarez vras d’ar stollad sonerion Skolvan evit ar musik vrav o deus c’hoariet disul passeet er mission da geñver fest deiz Ti ar vretoned. Leun chouk e oa ar mission gant ur mor a danserion. Laouen ha frommet avat pep hini gant sonioù dudius ar stollad.
Gitard Gilles le Bigot, ar saxo sopran, an akordeons hag ar bombard barok o deus lakaet ac’hanomp da zañsal war toniou lirzhin Breizh izel. Trugarez Skolvan ! Ha martese, ur bladenn arall ?

Skol Diwan Pariz
Warc’hoaz, disadorn 20 a viz Du, e vo aozet devez dorioù digor Skol Diwan Pariz, un dro vat evit dizoloiñ lojeiz nevez ar skol, ober anaoudenegezh gant ar skolaerien har ar skolidi, ha dreist holl, gant metod effedus Diwan dre soubidigezh.

Skol diwan pariz
12 sraed Georges Citerne
Metro Dupleix pe Lamotte-Piquet-Grenelle.

Deuit niverus da souten ar brezhoneg e bro Pariz, hag ur gerig diwezhañ : komzit brezhoneg d’ho pugale !

Une réaction sur “Keloù e brezhoneg war Radio Bro (19/11)”

  • Gourc’hemennoù eus perzh Ti ar Brezhoneg evit ar pezh a rit evit ar brezhoneg e Bro Bariz

  • Laisser une réponse:

    Nom (obligatoire):
    Mail (ne sera pas publié) (obligatoire):
    Site Internet:
    Commentaire (obligatoire):
    XHTML: Vous pouvez utiliser ces balises: <a href="" title=""> <abbr title=""> <acronym title=""> <b> <blockquote cite=""> <cite> <code> <del datetime=""> <em> <i> <q cite=""> <s> <strike> <strong>