Ul lec’hienn nevez flamm evit ar vrezhonegerien, setu ur prof nedeleg mat. Lañset eo bet al lec’hienn nevez gant Frañs Tri Breizh e Roazhon ur miz zo, evit skignañ e abadennoù holl e brezhoneg. Tu a zo da welout da skouer ar film faltazi nevez añvet « Distro Gwenn », skignet war Frañs Tri en abadenn Bali Breizh.
Skignet eo bet DISTRO GWENN disul vintin war Frañs 3 en abadenn BALI BREIZH lusket gant Goulwena an Henaff ha Youenn Chap.
Distreiñ a ra Gwenn, ur plac’h a dregont vloaz, da LANN VRAZ, ar gêriadenn e oa aet kuit anezhi pemp bloaz zo evit bevañ e Arc’hantina. Ar bidoc’hig Fañchig an hini eo en deus lakaet anezhi da zont en dro war zigarez ober ur souezhenn d’o mamm Corentine a zo o lidañ he zri ugent vloaz. Koulskoude eo deuet Gwenn en-dro evit un abeg all : ar spi kuzh d’adkavout Mark, he galant pa oa yaouank…
Gant : Aziliz Bourgès, Klet Beyer, Nicole ar Vourc’h, Erwan Cloarec, seveniñ : Soizig Daniellou, ha senario : Aziliz Bourgès
Ar film faltazi 26 munutenn-mañ a zo bet ijinet, savet, c’hoariet e brezhoneg. Ouzhpenn se eo bet filmet gant ur skipailh a deknisianed o vont e brezhoneg an eil re ouzh ar re all. Brezhoneg a-drek ar c’hamera kenkoulz ha dirak neuze. Brezhoneg lakaet da yezh labour er c’hrouiñ hed-ha-hed ! Na vankit ket kement-se.
‘Pezh ‘zo DISTRO GWENN n’eo nemet ul lodenn eus ur raktres brasoc’h ne weloc’h nemet ar penn kentañ anezhañ disul. Un heuliad a zo da lakaat war ar stern. M’ho peus c’hwitet war ar skignadenn, m’emaoc’h gant an debron gwelout muioc’h, ma soñj deoc’h eo un dra a-bouez broudañ ar seveniñ filmoù faltazi e brezhoneg, savet e brezhoneg ‘zo kaeroc’h, neuze kit da sellet war internet diwezhatoc’h wal lec’hienn Frañs tri breizh (http://www.france3breizh.fr/balibreizh).
Ret e vefe labourat war an distagadur, dreist-holl ar friadur hag an taol-mouezh. « Ur » ne vez ket distaget e-giz-se, nemet e gwenedeg. Lâret e vez « eur » kentoc’h. Iskiz eo dreist-holl pa vez distaget « eo » e-giz al Leoniz a ra war ar memes tro. Arabat meskañ re ^^ Labour zo memes tra!
Mat eo ar peurrest.