Maro Charlez ar Gall :
Eman bed ar brezhoneg e kañv, Maro eo Charlez ar Gall d’an 3 a viz Du pa oa 89 bloaz. Anavezet e oa Charlez ar Gall gant tost an holl vrezhonegerion a oa boaz da sellet ouzh ar skinwell. Ganet e oa bet en en ur familh peisanted eus bro Leon. Desket en deus
brezhoneg war barlenn e vamm, ur brezhoneg yac’h ha gwir, ur yezh leuniet gant furnez ar bobl. Er skol en deus desket galleg, a-walc’h evit dont a benn da dizhout ar c’honkour evit bezañ skolaer er skolioù publik. D’...