Selaouit holl Tri Zeod, war radio Bro, 93.1 Mhz !
An amzer trist ha fall e-plas an heol, c’hwezh-fall ar saotradur e plas aer yac’hus an Arvor, stanket eo an henchoù, leuniet mik barr eo ar metro, teñvalded ar Goanv a ro deoc’h sonjoù du, setu emaoc’h e Pariz, en ur gêr dinerzhus, digalonekaus, ha Breizh a vank deoc’h dija.
Dre-chañs emañ Tri zeod amañ evit reiñ deoc’h en dro kalon, joa ha levenez !
Komzet e vo dreit-holl eus an holl draoù graet gant ar vretoned e Pariz, evit en em vodañ, fla...